
Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 118 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 11cm X 17cm
ISBN : 978-2-37749-017-2
EAN : 9782377490172
Quatrième de couverture
« Soñjal a rae ganin, pell en amzerioù bet,
Klevet youc'hadennoù o tiston dre ar bed,
Ha gwel't war-zu Kuzh-Heol galloudus o tonet
Keltied bras gwechall, tud kozh ar Vretoned.
Evel ur wagenn ruilh o vont dall gant he hent,
Ouzh netra n'o doa aon, dirak den ne dec'hent ;
Met son o c'hleze dir, 'forzh pelec'h e stoke,
A rae d'ar bobligoù redek kuit araoke.
Hag i'zalc'he bepred da vont, da vont en-dro,
Da lammat dreist pep stêr, pep menez ha pep bro
Evit tizhout, hentet gant o Doue Belen,
Ar mor glas 'lec'h ma kuzh bep noz e benn melen,
'Lec'h ma lugern, e deun ur blaenenn benniget,
Ar Baradoz eürus graet'vit ar C'heltied. »
e brezhoneg !