Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 138 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 15cm X 21cm
ISBN : 978-2-911210-93-8
EAN : 9782911210938
Quatrième de couverture
Sur eo eh anavezit anezo toud an dud `ba an istoriou-mañ. Penaoz `ta, ne rit ket ? Geo `vad, ma z oh bet o pourmen kostez Bro-Leon eur wech bennag, ma z eo c'hoarvezet ganeoh mond en ti-bank, pe en eun davarn. Koñchennou a beb seurt a glever eno, traou c'hoarvezet e gwirionez, m'hen tou, war bouez nebeud a dra yantao. E brezoneg c'hwek, mardouen ! Ar politikerez, ar vuhez vodern, festival Kann al Loar... O meno o-devez Feñchig ha Jopig war bep tra. Ne guz ket Herve Lossec a-dreñv e fent memestra : gouzoud a ra diskouez plegou e galon deom eun tamm bennag, buhez e vamm-goz hag hini Sebastian, lesanvet Sebastopol ; e eñvorennou deuz ar skol, pe hoaz e redadeg "trail" en Thailand. N'eo ket unan da gaoud hirêz deuz an traou tremenet, gwelloh gantañ chom heb dizoñjal anezo, ha c'hoarzin asamblez gand al lennerien, heb tamm aon ebed rag an dazond !