Fiche technique
Format : Broché
Nb de pages : 90 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 15cm X 21cm
ISBN : 978-2-911210-57-0
EAN : 9782911210570
Quatrième de couverture
Friko Yannig Pennkaled
Eul lizer digand ar plahig kaerra 'zo er vro ? Eñ, Yannig Pennkaled, bet keid-all e pañsion e ti ar Frered, hag a oa bet sanket kement a draou en e spered diwar-benn ar merhed... Eur hleñved spontuz eo ar c'hoant dimezi, 'toare.
Setu m'en em gav an devez braz, devez ar friko, friko Yannig Pennkaled !
Kerent a-dost, kerent a-bell, amezeien, oll ez int pedet. Ivonig, mab d'e vammig. Jakez, brasa fri ar barrez. Pastecher, atao war wint ha war zañs. Feñchig, lesanvet Modern, azezet e penn an daol, plas an eskob pe hini ar genaoueg. Frañsinig an Debron, kontet da veza garr-skañv. Hag eun daou hant a dud all yah ha solud. Oll Leoniz penn-kil-ha-troad, ha lemm o zeod !
War eun ton skañv eo kontet an istor-mañ. N'eus nemed ar fin hag a zo kriz. Petra zo gwir ? Petra 'zo ijinet ? Deoh-c'hwi da weled !
Anavezet mad e-neus Herve Lossec toud ar re a oa bet pedet da friko Yannig Pennkaled. Soñj mad e-neus dalhet euz o rimadellou, ha skriva 'ra eur brezoneg bemdeiz, n'eo ket diêz da lenn tamm ebed, an hini a blij ar muia.
Prezidant « Ti ar Vro Bro-Leon » eo H. Lossec e Lezneven. Eur reder asidu eo ive, hag a blij dezañ foeta bro. Daou leor all e-neus embannet : « Domino ! » ('ti ar Falsab) ha « Perles de banquiers » ('ti an Télégramme). Hemañ eo al leor kenta dezañ da skriva e brezoneg.